Pikted

An douaroù piktek en hanternoz Bro-Skos a vremañ

Ar Bikted a oa ur bobl, pe marteze un toullad pobloù, pe veuriadoù, en hanternoz Enez Vreizh da vare an Impalaeriezh roman, en hanternoz da broviñs roman Britannia ha da voger Hadrian. Dont a ra o anv eus an anv Picti, a veze graet anezho gant ar Romaned. Perzh a gemeras ar Bikted en istor hen Bro-Skos betek ar bloavezhioù 900 ha krouidigezh Rouantelezh Alba, a-raok bezañ gouezelaet dre unvaniezh ar pobloù piktek ha gouezelek e-barzh Alba, ma teujont holl da vezañ Skosiz.

Kavet e veze Pikted tro-dro da Vro-Skos an hanternoz hag ar reter, e-lec'h ma kaver broch-où (kreñvlec'hioù, gwelit (en)), anvioù-lec'h predenek ha mein pikt, e norzh ar stêrioù Klud ha Forth. Krediñ a reer e oa ar Bikted hêred ar Galedoned, ar pobloù all anavezet gant ar Romaned, met tabutoù zo c'hoazh evit gouzout piv e oa ar Bikted. Ur yezh predenek e oa ar pikteg, hervez ul lodenn vras eus ar skiantourien ; marv eo ar pikteg bremañ.

Anavezet e vez ar Bikted kozh dre an henoniezh peogwir n'o deus lezet netra skrivet pe dost. Goude ar VIvet kantved e vezont anavezet dre destennoù evel hini Beda Venerabilis Historia ecclesiastica gentis Anglorum, buhez ar Sent pe vloazdanevelloù iwerzhonek.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search